2 vunutenn evit kompren
2 vunutenn evit kompren
Radio Kerne
2vn evit kompren perak e vev ar maouezed hiroc'h eget ar baotred
1 seconds Posted Apr 12, 2023 at 7:29 pm.
0:00
0:01
Download MP3
Show notes
Tost e pep lec'h er bed e vev ar maouezed hiroc'h eget ar baotred. N'eus nemet en un nebeut broioù afrikan tapet kalz gant ar SIDA e varv yaouankoc'h ar maouezed. Dreist holl neuze e vev hiroc'h ar maouezed hag an diferañs a c'hell mont betek 15 vloaz e Bro Rusia ! E Breizh ez eus 6 vloaz a ziferañs memes tra. Ar maouezed a vevo betek tost 85 bloaz. Hag ar baotred betek un tamm ouzhpenn 78 vloaz. Met perak an diforc'h bras mañ ?